A l'occasion d'expositions à l'abbaye de Landévennec, à l'Ecomusée des monts d'Arrée, au Musée bigouden de Pont-l'Abbé, au Musée de Dinan et au Musée départemental breton de Quimper, des archéologues, des historiens et des ethnologues révèlent des aspects méconnus d'une tradition culinaire qui fait partie du patrimoine culturel immatériel de la Bretagne. // Anavezet mat eo ar c'hrampouezh gant an holl, emit-hu ? Ma, kredit pe ne rit ket, danvez a-walc'h zo enno da vagaän enklaskoù a live uhel c'hoazh. Setu tolpet war-dro ar billig ur strollad arbennigourien war an Istor, an arkeologiezh, an etnologiezh, an antropologiezh ha war ar bevfizik zoken, diwar goulenn pemp mirdi e Breizh. Fonnus-kaer eo ar boued-spered zo bet serret ganto el levrmaän, skeudennoù hag all. Peadra zo da souezhaän ha da zeskiän war stumm ar pilligoù ha framm an oaled abaoe ar Grennamzer, war furnez ar bobl ha kredennoù kozh an dud, ha c'hoazh war gizioù an amzer gwechall hag an deiz a-hiziv, er gegin, er pardon hag en tikrampouezh... Marteze e vo degemeret ar grampouezhoniezh evel ur gwir skiant un deiz bennak, piv'oar. Evit bremaän eo an teänzor priziusse ul lodenn a-bouez e sevenadur ar Vretoned, hep mar ebet.